Présentation rapide de l'Hôtel Alouette en breton du Finistère.guide photos

C’hwi zo press warnoc’h? Setu ar pezh zo red goûd, e berr gomzoù.
An Hôtel Alouette, 13 gambr ennañ, ur steredenn dehañ, zo un otel bihan dalc’het ga’ ur familh, hag a zo ba Bagnères-de-Luchon, e-kreis ar Menezioù Pyrénées, tre bar c’hreis etre ar Mor Bras hag ar Mor Méditerranée, 632m a uvelded a-us d’ar mor.
N’eus ket droed da vutuniñ ba neblec’h ban otel, mod-se ne voc’h ket laket diaes ga’r voged.
Ema 100m deus an ti-gar, ba ur c’harter sioul-tre, ha 10 munutenn hent war-droad deus kreis-kêr.
‘Wid goûd hag-eñ zo c’hoazh kambroù da feurmiñ, e c’hellet telefoniñ demp d’ar: 05 61 79 97 80, m’emaoc’h bar Frañs,
+33 5 61 79 97 80 m’emaoc’h ba ur vro all.
Ni ‘respont ban telefon etre 7 eur vitin beket 8 eur da nos.
Ma ‘peus ket roet arc’hant en-a-raog ‘wid ma vo dalc’het ur gambr deoc’h, e vo red deoc’h mont kuit deus ar gambr ‘raog kreisteiz.
Retour aux drapeaux ou Retour à la liste alphabétique
Luchon activités contact guide